Falun Gong

Falun Gong
spiritual practice, philosophical movement, new religious movement
Anv er yezh a orin法轮功, 法轮大法 Kemmañ
Anvet diwardharmacakra Kemmañ
DiazezerLi Hongzhi Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDeerpark Kemmañ
Lec'hworldwide Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°26′50″N 74°35′25″W Kemmañ
Lec'h diazezChangchun Kemmañ
IsaozadurQ15930737 Kemmañ
Sez sokialDragon Springs Kemmañ
Foundational textZhuan Falun Kemmañ
Diazezet warqigong, Chinese folk religion Kemmañ
Levezonet gantBoudaegezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://en.falundafa.org, https://www.falundafa.org/ Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùZhuan Falun Kemmañ
Dezverket drereligious philosophy Kemmañ
Istorhistory of Falun Gong Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Map

Falun Gong (sinaeg hengounel: 法輪功; sinaeg eeunaet: 法轮功; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún Gōng; "Ober gant Rod al Lezenn") pe Falun Dafa (sinaeg hengounel: 法輪大法; sinaeg eeunaet: 法轮大法; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún dàfǎ; "Lezenn Veur Rod al Lezenn") a zo ul luskad speredel a orin sinaat. E Sina e vez klasket flastrañ al luskad-mañ rak hervez gouarnamant Republik Pobl Sina ez eus ur sektenn anezhañ.

Arouez Falun Gong

Hervez al luskad e-unan ez eo Falun Gong ur skol-breder qigong (氣功; qìgōng) diazezet war kredennoù hengounel Sina kar d'an Taiqi Quan.

Aet eo kalz war gresk abaoe ma oa bet digoret Falun Gong d'an holl ez ofisiel e 1992 gant an den a oa bet krouet gantañ, Li Hongzhi (李洪志) hag a zo o chom hiziv er Stadoù-Unanet) betek tapout tro-dro da 80 milion a izili e Sina e 1998 hervez sifroù ofisiel Sina. Aet eo war vrasaat ivez an niver a izili dre ar bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet, e Kanada, Aostralia hag Europa.

E Sina e vez klasket mougañ al luskad Falun Gong ha lazhet ez eus bet gant ar gouarnamant un 260 ezel bennaket ha savet ez eus bet luskadoù dre Europa o c'houlenn groñs e chomfe a-sav Sina da heskinat izili Falun Gong.

Hervez gouarnamant Sina ez eo Falung Gong ur sektenn hepmuiken hag hervezañ e vefe an aozadur kiriek da varv ouzhpenn 1600 den bet nac'het reiñ louzoù dezho. N'eo ket gwall sur seurt tamalloù, avat, evit aozadurioù a zifenn gwirioù mab-den evel Amnesty International.

D'an 23 a viz Genver 2001 eo marvet un den goude bezañ lakaet an tan ennañ e-unan e Plasenn Tiananmen, un ezel eus Falun Gong anezhañ hervez gouarnamant Sina.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search